Palmarès 2012

Loreidi 2012

Roet zo bet ar prizioù 2012 er Maezioù Frank e Roazhon d'ar Gwener 27 a viz Genver.

Setu dibab ar juri :

 

Priz ar c'hevredigezhioù

1.     Babigoù Breizh  (Krouidigezh ar c’hentañ magouri e brezhoneg e bro Gwened)

2.     Mirdi-bro Plougerne (Labour brudañ glad ar vro Bagan e brezhoneg)

3.     Sinfonienn Breizh (Ur strollad sonerezh barok a ra hec’h embannoù e brezhoneg)

 

Priz an Teulfilmoù

1.     « Din-me da c’hoari » produet gant Kalanna Production ha France Télévisions ha savet gant Mai Lincoln hag Erwan Kermarrec (Poltred un den yaouank nammet eus Brest a grog da vezañ emren en e vuhez.

2.     « Ar Sica produet » produet gant France Télévisions ha savet gant Jean-Pierre Lyvinec. (Stourm ar broduerien legumaj a Vro Leon evit produiñ ha gwerzhañ gwelloc’h o marc’hadourezh).

3.     « Allah’s Kanañ » produet gant Gwengolo filmoù ha savet gant Mikael Baudu.          ( Troiad ul laz-kanañ tud yaouank e Bro Iwerzhon)

 

Priz ar Frammoù Publik

1.     Ti-kêr Karaez evit e labour degemer Tro Bro Frañs e div yezh hag an niveradeg brezhonegerien gant an INSEEE a zo ar wech kentañ.

2.     Kumuniezh komunioù Bro Kemperle evit he folitikerezh yezh hag he skoazell d’ar gelennadurezh divyezhek.

3.     Ti-Kêr Bruz evit roiñ brud d’ar brezhoneg e bro Roazhon ha skoazell an hentenn divyezhek er skol Publik.

 

Priz al levrioù faltazi

1.     Yann Bijer evit e romant istorel war ar bonedoù Ruz « Torrebenn » e ti embann Al Liamm

2.     Mich Beyer evit e romant polis « Andon ar gasoni » Emb. An Alarc’h.

 

Brezhoneg er bed ekonomikel

1.     Askorn Medical ur stal arbennikaet e reizhoù mezegel (Saozon-Sevigneg 35)

2.     Edubreizh ur stal eus ar Folgoad (29) he deus krouet kentelioù brezhoneg war internet

3.     Les amis du bois, ur stal eus Villeron (95) he deus krouet ur c’hoari mod scrabble e brezhoneg.

Priz ar pladennoù kanet e brezhoneg

1.     LLeuwen evit he fladenn « Tân » (feu) e brezhoneg hag e kembraeg, kanaouennoù nevez-savet gant livioù pop-rock-folk-ha blues.

2.     Gweltaz Adeux evit e bladenn « Ehan »(pause), kaner ar strollad E.V. a zeu en dro war wel goude un ehan.

3.  Yann Raoul evit « Noz an Nedeleg », kanaouennoù gant pozioù a-vremañ gwriziennet war danvez gouelioù fin ar bloaz.

 

Brezhoneger ar bloaz

1.             Gwenael Oillo evit e labour war dachenn ar video a vez gwelet war e lec’hienn internet.

2.             Andre er Meut evit e labour enklasker, dastumer, bruder ha treuzkaser sonerezh hengounel a vro Wened.

3.             LLeuwen Steffan, kembreadez deut da chom da Vreizh, desket ganti brezhoneg d’an daoulamm ruz,  evit he labour war ar sonerezh hag ar c’hoariva.

Qu'en pensez-vous?

CAPTCHA
Cette question permet de s'assurer que vous êtes un utilisateur humain et non un logiciel automatisé de pollupostage (spam).
Image CAPTCHA
Saisir les caractères affichés dans l'image.