Un toullad poltriji eus skipailh bali breizh war hent ar redadeg !
Prizioù 2012
Yowan Denez
Ha setu anezho a-stroll, loreidi ar Prizioù 2012 ! Emgav e 2013 evit un abadenn all.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Brezhoneger ar bloaz eo Gwenael Oillo. Ar paotr yaouank-mañ en deus savet e lec'hienn internet, Ur bed e brezhoneG, hag embann a ra warnañ filmoù berr graet gantañ. E film diwar-benn Jorj, ur bolomig paper, a c'heller gwelout amañ : http://www.france3breizh.fr/participez/passeurs-images/articles/troiou-k...
Prizioù 2012
Yowan Denez
Gant "Din-me da c'hoari" eo aet priz ar gwellañ teulfilm. Kontañ a ra buhez Erwan Conq, ur paotr taget gant ur c'hleñved ha rediet bevañ en ur gador-ruilh. Ur poltred leun a from hag a galon.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Genidik eus bro Gembre, Lleuwen Steffan he deus desket ar brezhoneg hag implijet anezhañ war he fladenn ziwezhañ, "Tân", ur bladenn gant livioù folk, pop ha blues.
Prizioù 2012
Yowan Denez
"Torrebenn !", skrivet gant Yann Bijer, a zo bet dibabet evel bezañ al levr a faltazi gwellañ embannet e-kerzh ar bloaz.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Gant ti-kêr Karaez eo aet priz ar brezhoneg er frammoù publik. Tizhet eo bet gant an ti-kêr live 3 ar garta "Ya d'ar brezhoneg", al live uhelañ.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Rener Askorn Medical eo Denis Pichon. Roet eo bet dezhañ ar priz gant ar juri evit ar plas a ro d'ar brezhoneg en e embregerezh, a labour gant medisined tro-dro d'ar bed.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Dibabet en deus ar juri reiñ Priz ar C'hevredigezhioù da V/Babigoù Breizh, evit bezañ digoret ar c'hentañ magouri e brezhoneg penn-da-benn, e Gwened. Raktresoù all a zo war ar stern gant ar gevredigezh, magourioù all a vo digoret en amzer da zont.
Prizioù 2012
Yowan Denez
Ar strollad Alambig Electrik eo en deus roet ton d'an abadenn.
6 devezh 6 kelaouadenn war ar Redadeg
6 reportages sur la Redadeg dans la rubrique Eskemm/Partagez