Paul Ladmirault
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul ec’h emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Mervel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Heuliañ a reomp Claude Nadeau en he zro Breizh ar sonaozourien klasel.
Un heuliad sevenet gant Youenn Chap.


