Skignet :19 February 2012
405 lennadenn
Javascript and Flash are required to play video
Javascript and Flash are required to play video
Savet gant : Sébastien Le Guillou
Un tamm paotr plaen eo Marsel. Diw wech plaen. Ganet oa bet e Krec'h-Morvan en Larruen, pennad 'zo bremañ. Ul lec'h darempredet pell 'zo gant a bep seurt tud. Rak digor bras vez dor Marsel dalc'hmat ha kalz tud yaouank a zo bet aet di da zeskiñ kanañ. Ur mestr-kaner eo Marsel hag eñ o vevañ kreiz ar vro Fañch. Gant e dud, er gêr ha gant tud ar vro, kanerien ha dañserien anezho, en deus desket ha kement all a ra ivez : treuzkas an herezh bet fiziet ennañ. Poltred un den fur, gouiziek, kaner ha konter hep e bar. Peurleurennet eo ar film, hag e mod-se eo en deus silet Bastian Gwilhoù e fent dezhañ ennañ.


