Un den harzet e Brest evit an tan-gwall

Un homme arrêté à Brest après l'incendie

107 lennadenn
Javascript and Flash are required to play video
Javascript and Flash are required to play video

Ur vaouez a oa marvet dec'h vintin goude ma vefe peget an tan er savadur ranndioù. Un den a zo bet harzet.

Dec'h vintin war dro c'hwec'h eur e oa peget an tan en ur savadur ranndioù eus karter Kerichen, e Brest. Daou-ugent pomper a oa deuet evit beuziñ ar flamennoù met 13 den o doa ranket mont d'an ospital, bugale en o zouesk, ha marvet e oa ur vaouez. Labouret o deus an archerien ha paket un den a soñj dezho en deus graet an torfed. Pevar bloaz hag hanterkant eo ha bevet en deus gant ar vaouez a zo bet lazhet en tan-gwall, met dispartiet e oaint abaoe vakañsoù Nedeleg. Anavezet eo mat gant ar polis : mezvier ha skoer e vefe an den.

Petra eo ho soñj ?

CAPTCHA
This question is for testing whether you are a human visitor and to prevent automated spam submissions.
Image CAPTCHA
Skrivit ar pezh a vez gwelet war ar skeudenn.