Difennerien ar gallaoueg e kounnar

Les défenseurs du gallo en colère

200 lennadenn
Javascript and Flash are required to play video
Javascript and Flash are required to play video

Politikerezh yezh ar Rannvro zo bet kinniget d'ar C'huzul Sevenadurel disadorn : un digarez evit difennerien ar gallaoueg da c'houlenn e vefe kemeret e kont o yezh da vat.

'Benn an 3 pe ar 4 a viz C'hwevrer e vo lakaet ar C'huzul Rannvro da votiñ ur politikerezh yezh nevez, kinniget gant Bez-Prezidantez ar Rannvro, Lena Louarn. Ur politikerezh hag a vez o klask reiñ ostilhoù a bep seurt, evit ma jomfe yac'h ar brezhoneg en amzer da zont. 
Med deus tu ar gallaoueg ne vez ket kont evelse : tud Breizh Uhel a gav dezho ne vez ket roet tamm ebet ar memes chañsoù d'o yezh, keñver ar brezhoneg. Rebechet vez ganto ivez e vez lakaet panelloù divyezheg brezhoneg-galleg e Breizh Uhel, lec'h ma vije lojikoc'h kaout panelloù gallaoueg-galleg.

Liammoù

Petra eo ho soñj ?

Tud Breizh-Uhel ??? N'eus brezhonegerien ebet e Breizh-Uhel ? Daoust hag e vez komzet galloueg gant an holl pe difennet ar yezh-se ? E levr Broudig "parler breton au XXième siècle" e vez skrivet (p 173) : "il n'empêche qu'en Haute-Bretagne 22% des personnes interrogées y sont tout-à-fait favorables et 52% plutôt favorables" pa vez komzet ouzh ar pannelerezh hent divyezhek gallek-brezhonek !

" />

Ar gudenn n'eo ket ar fed ez eus brezhonegerion e Breizh-Uhel met ar fed n'eo vez ket doujet ouzh poblañs Breizh Uhel gant gwrizioù liammet gant ar gallaoueg. Ar gudenn a zo lakaat panelloù en ur yezh estren evit 99% deus ur gumun nemet evit reiñ plijadur d'un dregantaj dister a gomz brezhoneg. Met gwir eo : gober a ra chik ha cher ha mat eo evit an douristed. Brav... D'an nebeutañ e vefe reizh da lakaat panelloù e gallaoueg a-raok soñjal lakaat panelloù e brezhoneg. ..

Dalc'hit krog, difennerien ar galoeg !

Pera eo ar jeu-se a zo ordin etre stourmerien ar brezhoneg ha stourmerien ar galoeg ?
Poent eo kompren eo ret da bep hini difenn YEZHOU BREIZH, asambles, ha n'eo ket pep hini en e gorn.

Ya, a-bouez eo difenn ar brezhoneg war pep tachenn.
Ya, ar brezhoneg 'n eus e blas e Roazhon hag e Naoned, kerbennoù Breizh.

Met ar galoeg en deus e blas kemend-all, daoust bihan eo an niver a dud o stourm evitañ c'hoazh. Ar plas se a rank bezañ asantet gant stourmerien ar brezhoneg, hag o statud dezhe o vezañ bravoc'h evit hini stourmerien ar galoeg, e rankont reiñ dorn !

Mallus eo difenn ar brezhoneg, mallusoc'h c'hoazh difenn ar galoeg ! Stourmomp dorn ha dorn da difenn an div yezh a-gevret, ha leuskel d'ar galoeg ar plas a rank kaout.

Ma n'eo ket ur vezh gouzout e faot da brezhonegerien 'zo ledañ o yezh e kement korn 'zo deus Breizh, o vezañ difoutre deus stad ar galo !

N'eo ket gant ur spered damm heñvel deus hennezh eo deuet ar galleg da 'n om ledañ pep lec'h ?

Petra eo ho soñj ?

CAPTCHA
This question is for testing whether you are a human visitor and to prevent automated spam submissions.
Image CAPTCHA
Skrivit ar pezh a vez gwelet war ar skeudenn.